tarzhbouelloù
Degemer mat àr hor blog!!!
Prest oc'h da c'horazhin ???
Ur boudig a c'houlenn genin lâr un c'hoant dezhañ hag a vo sevennet, mes unan hepken. Dre ma 'm eus tud kar din er Stadoù Unanet em eus goulennet getañ ma vehe savet ur pont etre Brest ha New York. Ar boudig a oa chalet dirak un het ken start da sevel. Hag eñ da lâret din "mes penaos e rin?.. lâr un het arall din kentoc'h,"
Ha me da brederiiñ ha c'houlenn ma vehe ofisiel ar brezhoneg e Frañs, hag ar boudig chaletoc'h c'hoazh da respont din :
"Ma... Peseurt ledanded a faot deoc'h get ar pont !!!

digg it
del.icio.us